Her­ri an Aod. War hent ar brez­ho­neg be­pred !

« Hent ar Brez­ho­neg », se­tu anv un aba­denn ra­dio dis­par sa­vet gant Her­ri an Aod evit des­kiñ yezh ar vro. Di­soc’h e vo hi­ziv gant ar 600vet hi­ni !

Le Télégramme - Carhaix - - SPERED AR VRO - De­wi Si­be­ril

« Er­ru eo an eur da se­laou Hent ar Brez­ho­neg ! » a lâr mouezh ar bao­tred Mor­van, asambles gant no­ten­noù sk­lin­tin ur zi­lo­fon. N’eus ket da dor­tal, emaoc’h o se­laou ken­te­lig di­vyez­hek Her­ri an Aod, war gwa­gen­noù Ra­dio Kreiz Breizh. 600 aba­denn a zo bet en holl, hag hi­ziv just a-walc’h e vo en­rol­let an hi­ni zi­wez­hañ ! « E 2004 ‘moamp soñ­jet krouiñ an dra-se evit si­kour an dud o tes­kiñ brez­ho­neg, hag evit an dud all ivez », a zis­pleg pre­zi­dant kozh ar ra­dio. En ur ober pem­zek vloaz n’he deus ket cheñ­chet, koulz lâ­ret. Be­wech e vez ad­ka­vet ar memes teir lo­denn : un dis­ple­ga­denn eus ur ger pe eus un dro­la­var ; un di­viz c’hoa­riet etre daou zen ; hag ur ru­bri­kenn evit em­bann ke­leier ar vro. Sim­ploc’h n’eus ket ! Berzh he deus graet an aba­denn a-dru­ga­rez da be­da­go­giezh Her­ri ha d’e anaou­de­gezh eus ar vro. « Evit an di­viz ‘meump iji­net par­rouz Sant-To­leg, ‘lec’h ‘vefe bet kom­zet brez­ho­neg gant tout an dud. Ul lec’h gwir an hi­ni eo, etre La­ruen, Tre­mar­gad ha Pu­rid. Met se n’eo ket ana­vet ‘met gant tud kozh deus ar vro ».

Staj dre sou­bi­di­gezh

Evit afer-se n’eo ket e Kreiz Breizh eo ga­net Her­ri, met e kêr­benn bro C’hall, e-lec’h m’o doa ka­vet la­bour e dud goude ar bre­zel. « E Mont­martre ‘oamp o chom, met n’en em san­ten ket pa­ri­zian tamm ebet ! », eme­zañ di­chi­pot. Gant Ita­lia­ned ar c’har­ter e veze o c’hoa­ri in­gal, be­tek des­kiñ ita­lia­neg gante. Met bua­noc’h c’hoazh e voe mes­tro­niet yezh e vro gant ar bu­gel. « Da dri bloaz ‘oan deuet en va­kañs e ti ma zud-kozh e Pu­rid, ha ‘moa des­ket brez­ho­neg en ur ober tri miz. Sou­bet ‘oan bet dus­tu ! » E-giz-se e oa bet boulc’het an hent. Pa oa kañ­fard en doa graet ur c’ham­med all war-raok p’en doa des­ket lenn brez­ho­neg e le­vr Bu­hez ar Zent e dad­kozh. « Da gen­tañ ‘moa bet bec’h ! Met memes mod ‘oe dalc’hmat : ‘pe­lec’h ‘oa ga­net ar sant, piv ‘oa e dud… Ur wech ‘peus len­net dek pe un­nek deuse, war-lerc’h eo pell ae­se­toc’h ». N’eo ket dre ze­gouezh neuze ma sa­vo e aba­den­noù ra­dio war ar memes pa­trom kalz am­zer goude-se.

Derc’hel da zes­kiñ be­pred

Da c’hor­toz e oa aet ar pao­tr yaouank war stu­dioù agro­no­miezh, a-raok mont da ge­len­ner e li­seoù la­bour-douar. M’en deus ran­ket bale a-raok be­zañ an­vet e Ker­ni­lien, e-tal Gwen­gamp, n’en deus kol­let al liamm gant Breizh gwech ebet. Ar so­ne­rezh he deus si­kou­ret anez­hañ da zerc’hel war an tu-se. « Da be’rzek vloaz ‘moa bet un dreu­jenn-gaol evit Ne­de­leg. Ar bloaz war-lerc’h ‘moa so­net evit ma eu­red ken­tañ ». Met ar yez­hoù o deus kon­tet dreist pep tra evit Her­ri. Abaoe m’eo aet war e leve en deus kro­get da zes­kiñ es­pe­ran­teg, « ur yezh etre­vroa­del d’ober al liamm etre ar po­bloù. Met ‘pezh zo fen­tus gan­ti zo kalz a draoù heñ­vel deus ar brez­ho­cas neg, da skouer ar mod da se­vel ge­rioù ». Be­pred e chom traoù da zes­kiñ ha n’eo ket ar­ru Her­ri e penn an hent, sur ha n’eo ket mar­teze. Ken gwir all evit e aba­denn : ur raktres a vefe war ar stern evit se­vel ur ben­veg ne­vez evit an holl dud a zesk ar yezh er stum­ma­du­rioù hir. Se­tu, n’eo ket achu Hent ar Brez­ho­neg !

Fo­to De­wi Si­be­ril

E ti Her­ri, e Pu­rid-Kin­tin, e veze en­rol­let an aba­den­noù gant Mor­gan Large.

Newspapers in French

Newspapers from France

© PressReader. All rights reserved.