Stu­dier ha ku­zu­lier-kêr

An­ton Bu­rel, stu­dier e Roaz­hon 2, zo bet di­len­net en e gu­mun da geñ­ver an di­len­na­de­goù-kêr. In­te­re­set bras eo an den yaouank gant ar po­li­ti­ke­rezh dre vras : un doare e vo evi­tañ da bre­nañ skiant war an da­chenn-se.

Le Télégramme - Châteaulin - - SPERED AR VRO - An­na Qué­ré

An­ton Bu­rel e Roaz­hon.

E bal ? Stu­diañ plas ar brez­ho­neg en em­sav mi­che­rel hag er strol­la­doù po­li­tik. « Ur bern diel­loù zo ga­nin er gêr, a gont An­ton. Ke­laouen­noù Em­gann, Ar Falz pe c’hoazh ke­laouen­noù ar PCF. Tost 2000 ke­laouenn am eus da stu­diañ ! » Di­zo­loet en doa An­ton ar brez­ho­neg pa oa 16 vloaz. Di­vi­zet gan­tañ des­kiñ ar yezh « peog­wir eo yezh ar vro ! ». Ur stum­ma­dur c’hwec’h miz en deus heu­liet e Skol an Em­sav e Roaz­hon « N’em eus ket ka­vet re ziaes des­kiñ brez­ho­neg. Sta­joù ha ken­te­lioù-noz am boa heu­liet pa oan el lise. C’hoant am boa dreist-holl da ve­zañ kat da gomz brez­ho­neg gant va mi­gno­ned ! », eme­zañ. Gant stu­die­rien ar ge­vre­di­gezh Ke­ja­denn e klask reiñ muioc’h a blas d’ar brez­ho­neg er skol-veur.

Am­zer da zont

E-pad ar c’hen­fi­nañ en deus heu­liet An­ton ken­te­lioù a-bell er skol-veur. Echu eo an ar­no­den­noù abaoe an 30 a viz Ebrel. Met ne cho­mo ket ar pao­tr d’ober teilh tomm. « Mod pe vod e ran­kin mont da la­bou­rat be­tek miz Gwen­go­lo, en ul la­bou­ra­deg ben­nak er vro. » Be­tek-hen e oa ar stu­dier o la­bou­rat e ti Skeu­denn, ur strol­lad ke­vre­di­gez­hioù e Roaz­hon, e-lec’h ma oa kar­get-a-ge­hen­tiñ. Ha kre­giñ a raio di­zale gant e « vi­cher » ku­zu­lier-kêr. N’eo ket bet sta­liet c’hoazh ar c’hu­zul-kêr ne­vez aba­la­mour d’ar c’hen­fi­nañ, met graet e vo a-benn ne­beut. Pea­dra da la­kaat e ven­noz­hioù e pleus­tr !

Fo­to An­na Qué­ré

Newspapers in French

Newspapers from France

© PressReader. All rights reserved.