Maï­wenn an Ne­de­leg Ur Vre­to­nez e Bra­zil

> Pe­naos oc’h en em ga­vet e Bra­zil ? > Pe­tra eo ho mi­cher ? > Am­zer ho peus bet da ober anaou­de­gezh gant ar vro ? > Pe­seurt doare bro eo ? > Pe­naos eo an aer­gelc’h er vro abaoe m’eo bet di­len­net Jair Bol­so­na­ro ?

Le Télégramme - Quimper - - SPERED AR VRO - An­na Qué­ré

Goude be­zañ bet la­bou­ret evit Tea­tr Pi­ba e-pad pell eo aet Maï­wenn An Ne­de­leg d’en em sta­liañ e Be­lem, e norzh Bra­zil daou vloaz han­ter zo. Ur splu­ja­denn e bu­hez se­ve­na­du­rel ur vro di­bar.

Re­ne­rez ‘’Al­liance fran­çaise’’ Be­lem on. N’am boa ket choa­zet Be­lem e gwi­rio­nez : la­kaet em boa ma anv war lis­tenn ar post­où di­gor e Mi­nis­tre­rezh an Afe­rioù Es­tren e 2015 ha de­ge­me­ret on bet ur bloaz war-lerc’h. Laouen-tre on o ve­zañ amañ ! E-ki­chen div stêr vras emañ Be­lem : un abeg poue­zus e oa evi­don. Ne oa ket ar wech ken­tañ din dont da Vra­zil : deuet e oan di­ja da SaoPau­lo evit Bloa­vezh Frañs e Bra­zil e 2009. Komz a raen por­tu­ga­leg di­ja, eü­ru­sa­mant. Dis­tro e vin e Breizh e 2020.

En Aliañs emaon e-penn ur ski­pailh 35 go­prad, ugent ke­len­ner en o zouez. Ret eo klask arc’hant da se­vel rak­tre­soù a bep seurt. Gou­ne­zet ‘vez un ne­beud gwen­neien a-dru­ga­rez d’ar c’hen­te­lioù gal­leg ha por­tu­ga­leg a vez roet en Aliañs. E miz Meurzh e oa Miz­vezh ar gal­le­gañ : re­det ‘m eus e pep lec’h. Ur bern rak­tre­soù a ga­somp da benn asambles gant de­par­ta­mant ar Guyan : Be­lem ha Cayenne, kêr­benn Guyan, zo liam­met dre garr-nij. Ur bern la­bour ‘m eus ! Am­zer ‘m eus ke­me­ret evel-just evit di­zo­leiñ Be­lem ha tro ‘m eus gant va mi­cher da ober anaou­de­gezh gant ur bern tud er c’he­vre­di­gez­hioù se­ve­na­du­rel. Chañs ‘m eus bet ivez da vea­jiñ e Bra­zil, da ge­jañ gant ar re­ne­rien all. Met stank-ke­nañ eo ma im­plij-am­zer me­mes­tra. N’eo ket aes be­zañ ma-unan war ur post evel hen­nezh : n’eus be­venn ebet etre ar vu­hez per­so­nel hag al la­bour !

E Be­lem n’emaomp ket pell eus an Ama­zo­ni : 100 % a feur gle­bor zo ! Er mare-mañ e vez glav alies-tre. Evel­just, ar vro-mañ zo dis­heñ­vel-tre diouzh broioù Eu­ro­pa. An des­ka­du­rezh n’eo ket tamm ebet ar memes hi­ni. Da skouer, ne vez ket des­ket a-walc’h d’ar vu­gale kaout ur sell kri­tik war ar pezh a zes­kont, me ‘gav din. Di­sheñ­vel­de­rioù bras-tre zo e bed al la­bour ivez. Pa oan en em ga­vet e oa kriz an en­ka­denn eko­no­mi­kel. Gwel­loc’h eo bre­mañ, met start e chom ar vu­hez evit an dud. Ne c’hel­lont ket ober rak­tre­soù war hir­der­men. Ret eo gou­zout eo Bra­zil ur stad fe­de­ral. E-touez ar sta­doù emañ hi­ni Be­lem : ur stad bras-tre eo, teir gwech bra­soc’h eget bro C’hall ! Se­tu, evit an dud, ar pezh a gont dreist-holl eo ar pezh a dre­men en o stad. Dis­tag eo deus ar pezh a dre­men e Bra­si­lia, kêr­benn Bra­zil. Ur bern tud a oa laouentre pa oa bet di­len­net Jair Bol­so­na­ro ha tud all ‘oa di­pi­tet bras, dreist-holl an Ame­rin­dia­ned. Ar re-mañ zo an­ke­niet­ke­nañ, rak pal ar vro n’eo ket gwa­re­ziñ o doua­roù ken, met gwerz­hañ anez­ho, ken­toc’h evit ten­nañ gou­nid diou­to...

LEXIQUE

Miz­vezh ar gal­le­gañ : mois de la fran­co­pho­nie Ame­rin­dia­ned : Amé­rin­diens Feur gle­bor : taux d’hu­mi­di­té Kêr­benn : ca­pi­tale Gwa­re­ziñ : pro­té­ger.

E gal­leg, en fran­çais

Il y a plus de deux ans, Maï­wenn Le Ne­de­leg a troqué sa casquette de char­gée de com­mu­ni­ca­tion au Tea­tr Pi­ba pour re­joindre le Bré­sil, de l’autre cô­té de l’At­lan­tique.

Elle di­rige ac­tuel­le­ment l’Al­liance fran­çaise de Be­lem, une grande ville in­dus­trielle au nord du pays. L’oc­ca­sion pour elle de mul­ti­plier les ren­contres cultu­relles, notamment avec la Guyane, partenaire fran­co­phone voi­sin, mais aus­si de prendre le pouls de cet im­mense pays, trois mois après l’élec­tion de Jair Bol­so­na­ro.

Pho­to DR

Maï­wenn An Ne­de­leg war porzh Be­lem, e Bra­zil, e-lec’h m’emañ o chom abaoe 2016.

Newspapers in French

Newspapers from France

© PressReader. All rights reserved.