Ar veaj be­tek Roaz­hon

Le Télégramme - Quimper - - SPERED AR VRO -

Gant an TER (Train express ré­gio­nal) e oamp aet da Roaz­hon. Eus 6h56 da 8h44 hon eus bea­jet etre Gwen­gamp ha Roaz­hon. De­briñ ka­chen­noù bi­han hon eus graet en tren. En tren e c’hal­lomp se­vel, pour­men evit mont da we­let hor c’ha­ma­la­ded all. C’hoa­ri a c’hal­lomp ober ivez : kar­toù, c’hoa­rioù elek­tro­nek... An tre­nioù hag ar c’hir­ri

Hi­roc’h evit an otoioù hag ar c’hir­ri-bou­tin eo an tre­nioù. Pri­ve­zioù zo e-barzh an tre­nioù, e-barzh an otoioù n’eus ket avat. Ba­go­nioù zo ivez. Muioc’h a dud a vez la­kaet en un tren evit en un oto. Pemp plas zo e-barzh un oto. Muioc’h evit kant plas zo e-barzh un tren. N’eus ne­met ur blei­ner e-barzh an tre­nioù evit kas tout an dud-se. En oto e rank un den eus ar fa­milh blei­nañ. Paeet e vez evit mont gant an tren, pas gant an oto. Evit mont gant an oto e vez paeet an esañs avat. Sel­let ouzh ar pa­nel­loù, ouzh ur me­ka­nik heñ­chañ dre GPS pe ouzh ur gar­tenn eo ret ober gant an oto evit ka­vout an hent mat; gant an tren n’eus ket ez­homm. Bua­noc’h ez a an tre­nioù evit an otoioù : an tren a ya dre vras etre 140 km/h ha

200 km/h, be­tek 320 km/h evit an TGV, 130 km/h d’ar muiañ evit an otoioù, sañ­set. N’eus ket a van­den­noù ouzh ro­doù an tre­nioù evel zo ouzh ro­doù an otoioù.

Gant TES Ca­no­pé (09 72 34 41 83) ha sko­li­di skol bu­blik Pa­bu

Newspapers in French

Newspapers from France

© PressReader. All rights reserved.