« Zo men ouz tay ? ». Des­kiñ brez­ho­neg war Enez-Groe

Un ugent ben­nak a sko­li­di Daou vrez­ho­ne­ger e Groe

Le Télégramme - Quimper - - SPERED AR VRO - Anna Qué­ré

Des­kiñ brez­ho­neg zo un dra vat. Des­kiñ brez­ho­neg mod Enez-Groe zo gwel­loc’h c’hoazh : se­tu aze pal ur gen­tel vrez­ho­neg dreist-or­di­nal a vez kin­ni­get bep miz war an ene­zenn.

8e min­tin. War bourzh ar vag o kui­taat an Oriant emañ Mo­mo Jouan­no ha Maz­hev Co­viaux. Abred eo c’hoazh ha fresk eo an am­zer, met di­hu­net-mat eo an daou ge­len­ner. Ar re-mañ, hag a gus­tum reiñ ken­te­lioù-noz in­gal e Porzh Loeiz, o deus asan­tet ur « mi­sion » is­pi­sial abaoe ar bloaz pa­seet : ur wech bep miz e ke­me­ront ar vag da vont da Enez-Groe, evit reiñ ur gen­tel brez­ho­neg a-hed an de­vezh. Ur gen­tel sa­vet a-dru­ga­rez d’un is­tor a-gozh, kro­get han­ter-kant vloaz zo : e 1967 e teu ur yez­ho­niour yaouank eus Ala­ma­gn da stu­diañ brez­ho­neg Enez-Groe, El­mar Ternes e anv. En­rol­lañ a ra un toul­lad tud kozh ha dis­treiñ a ra d’e vro evit se­vel ur yez­ha­dur di­war-benn brez­ho­neg an ene­zenn. Chom a ra war e lerc’h en­rol­la­den­noù pri­zius, gwa­re­zet e mir­di Enez-Groe. Met n’eo ket echu an is­tor : e 2018 e teu El­mar Ternes en-dro war an ene­zenn. En em ga­vet eo gant ur bern tud ha ke­ment-se a ro c’hoant d’un toul­lad anez­ho da zes­kiñ brez­ho­neg mod Groe. En o zouez : Eli­za­beth Ma­hé, eus kelc’h kel­tieg Enez-Groe. Er min­tin-mañ eo deuet ar vaouez da gerc’hat an daou ge­len­ner er porzh.

Un ugent den ben­nak zo o c’hor­toz anez­ho er ve­diaoueg, e-ki­chen ar bourk. Pli­ja­dur zo oc’h en em ga­vout asambles ! Kafe ha koui­gnoù zo bet de­ga­set gant an holl evit tre­men un de­vezh brav e brez­ho­neg. « Ma, kro­get ‘vo gant ar gen­tel ? » a c’hou­lenn Mo­mo Jouan­no, ar c’he­len­ner. « Da go­mañs : e Groe ne vez ket dis­ta­get an « e » e-barzh « eo ». Lâ­ret vez : N’o ket ! », eme­zañ. Ar sko­li­di zo fur : lod anez­ho a oar brez­ho­neg mat di­ja, lod all zo o tes­kiñ. « Zo men ouz tay ? », a chou­lenn ar c’he­len­ner. « Ouzh an Oriant », a re­spont unan. « N’out ket ga­net e Groay ? » « Pas ! » E-touez ar sta­ji­di, tri anez­ho zo ga­net war an ene­zenn ; en o zouez, An­naig Guilla­met, merc’h-vi­han ur vaouez bet en­rol­let gant El­mar Ternes 50 vloaz zo !

E-keit-se emañ Maz­hev o la­bou­rat war an hen­tenn « Ni a gomz brez­ho­neg » en ur aza­saat anez­hi gant ge­rioù ha troioù-la­var Enez-Groe. « Si­kou­ret e ve­zan kalz get Jo­sé Kal­loc’h ha Jo Le Port, an daou vrez­ho­ne­ger di­wez­hañ o chom war an ene­zenn », a gont Maz­hev. Dont a reont atav da ge­mer perzh er gen­tel. Gou­lenn a ra alies Mo­mo Jouan­no alioù di­gan­to. « Jo, pe­naos ‘lâ­rit : n’eo ket ret go­ber kafe ? » « N’o ket ret go­ber ka­fay ! » a re­spont Jo Le Port. Maï­lys, ur vaouez yaouank o heu­liañ ur stum­ma­dur e Rou­dour en Hen­bont, a se­laou anez­hañ ake­tus. Ke­me­ret he deus ar vag ar min­tin-mañ evit heu­liañ ar gen­tel. « Ana­ve­zout a ran an ene­zenn, rak ma mi­gnon zo ga­net war Enez-Groe. Pli­justre eo kaout ur gen­tel evel he­mañ », eme­zi, laouen. Bez e c’hel­lo El­mar Ternes dont en-dro war an ene­zenn, pa ga­ro : tud a ga­vo da ater­siñ en-dro !

Lexique

« Zo men ouz tay » : d’où viens-tu ? « N’o ket ret go­ber ka­fay » : ce n’est pas la peine de faire du ca­fé Yez­ha­dur : gram­maire Hen­tenn : mé­thode

Ken­tel : cours.

E gal­leg, en fran­çais

Une fois par mois, Mo­mo Jouan­no et Maz­hev Co­viaux, deux en­sei­gnants de bre­ton de Port-Louis, em­barquent di­rec­tion Groix pour y don­ner un cours. Une ving­taine d’élèves, ha­bi­tants de l’île mais aus­si du con­tinent, viennent ap­prendre le bre­ton à la mode groi­sillone, avec l’aide pré­cieuse des deux der­niers bre­ton­nants de l’île. Une ini­tia­tive lan­cée à la suite d’une vi­site d’El­mar Ternes, un lin­guiste al­le­mand, qu’avait en­re­gis­tré des lo­cu­teurs de Groix il y a 50 ans. Alors, prêts pour une leçon de bre­ton groi­sillon ?

Fo­to Anna Qué­ré

Bep miz e vez kin­ni­get ur gen­tel brez­ho­neg war Enez-Groe d’un ugent ben­nak a dud.

Newspapers in French

Newspapers from France

© PressReader. All rights reserved.